Teruel
kumun Bro-Spagn
Teruel (distaget [teˈɾwel] e spagnoleg) zo ur gêr eus Aragon, e Spagn, ha kêr-benn Proviñs Teruel. E 2014 e oa 35 675 a dud o vevañ enni[1].
Kalet eo an hin er c'horn-se eus Spagn, yen-sklas an amzer er goañv ha tomm-gor en hañv. Anavezet eo Teruel evel "kêr ar mudéjar" abalamour d'an tiez e-leizh a zo bet savet er c'hiz-se, hervez savouriezh Muzulmaned Al-Andalus. Lakaet eo bet an hollad savadurioù-se, e Teruel ha kêrioù all en Aragon, war roll lec'hiennoù glad ar bed gant UNESCO.
Emañ Teruel en ur rannvro veneziek, e 915 metr uhelder, ha digenvez a-walc'h. E-touez kêrioù-penn proviñsoù Spagn ez eo Teruel an hini vihanañ er vro hag an hini nemeti ha n'eo ket liammet ouzh Madrid gant un hent-houarn.
Notennoù
kemmañ- ↑ Instituto Nacional de Estadística, Cifras oficiales de población resultantes de la revisión del Padrón municipal a 1 de enero de 2014, Resumen por Capitales de provincias
Liammoù diavaez
kemmañ- Ayuntamiento de Teruel (es)
- Mudejar Architecture of Aragon - UNESCO (en) (fr)