The Broken Empire zo un hollad tri romant moliac'h du gant ar skrivagner saoz-stadunanat Mark Lawrence. Ar c'hentañ romant eus an heuliad, Prince of Thorns, a oa bet embannet d'an 2 a viz eost 2011. An eil hini, King of Thorns, a oa bet embannet d'ar 7 a viz Eost 2012. An trede hini, Emperor of Thorns, a oa bet embannet d'ar 6 a viz Eost 2013.

Tremen a ra an istor en ur bed (Europa) peurzistrujet. Heuliañ a reer buhez Jorg Ancrath, ur bugel hanter sot, o vont eus laer ha muntrer da impalaer, ha kement-se dre an holl zoareoù posubl.

Levrioù an heuliad kemmañ

# Titl Pajennoù Chabistroù dre gomz Deiziad embannadur
1 Prince of Thorns 336 49 9h 19m 2 a viz Eost 2011
2 King of Thorns 432 49 13h 30m 7 a viz eost 2012
3 Emperor of Thorns 416 54 13h 47m 6 a viz Eost 2013

Tri levr a ya d'ober an heuliad, pep hini anezho o heuliañ al levr a zo araozañ. Pep levr nevez en deus chabistroù en e amzer gant selloù betek pemp bloaz a-raok an amzer a-vremañ[1].

Notennoù ha daveennoù kemmañ