The Great Mouse Detective

The Great Mouse Detective a zo ur film tresadennoù-bev saoznek, sevenet gant an pevar filmaozer stadunanat Ron Clements, Burny Mattinson, Dave Michener, ha John Musker. Diazezet eo senario ar film diwar ar romant Basil of Baker Street, savet evit ar vugale gant ar skrivagnerez saoz Eve Titus (1905-1991) hag embannet e 1959.

Produet gant Walt Disney Feature Animation e voe skignet gant Walt Disney Pictures, evit ar wech kentañ, d'an 2 a viz Gouere 1986 e Stadoù-Unanet Amerika. C'hwec'hvet film bevaat warn-ugent ar Studioioù Disney e oa, war-lerc'h The Black Cauldron (e miz Gouere 1985) hag a-raok Oliver & Company (e miz Du 1988).

Listenn an aktourien o devoa prestet o mouezhioù da dudennoù ar film kemmañ