The Many Adventures of Winnie the Pooh

The Many Adventures of Winnie the Pooh a zo ur film tresadennoù-bev hir[1] saoznek, sevenet gant an daou filmaozer stadunanat John Lounsbery (1911-1976) ha Wolfgang Reitherman (1909-1985).
Awenet e oa bet saverien ar senario gant Winnie the Pooh, un dudenn krouet gant ar skrivagner saoz Alan Alexander Milne (1882-1956) ha savet gantañ levrioù diwar he fenn adalek 1926.

Produet gant Walt Disney Productions e voe skignet gant Buena Vista Film Distribution Company, Inc., evit ar wech kentañ, d'an 11 a viz Meurzh 1977[2] e Stadoù-Unanet Amerika. Eil film bevaat warn-ugent ar Studioioù Disney e oa, war-lerc'h Robin Hood (e miz Du 1973) hag a-raok The Rescuers (e miz Mezheven 1977).

Liamm diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ