The Party at Kitty and Stud's

The Party at Kitty and Stud's, brudet ivez gant an anv Italian Stallion, zo ur film erotek softcore ha kentañ film Sylvester Stallone evel aktour. Paeet e oa bet 200 $ evit daou zevezh labour. E 1976, nebeut amzer goude ma vefe bet tizhet ar brud gant Stallone dre ar film Rocky, e voe adembannet ha kempennet ar film erotek Italian Stallion evit rastellañ arc'hant oc'h implij anv ar star.

Produerezh kemmañ

Hervez komzoù Stallone en un atersadenn en devoa c'hoariet er film-se dre ma oa bet skarzhet eus e ranndi ha rediet da gousket er-maez e-pad ar goañv, ha meur a zevezh, e New York.

Liammoù diavaez kemmañ