The Texas Chainsaw Massacre (film, 2003)
The Texas Chainsaw Massacre zo ur film slasher stadunanat embannet e 2003 ha renet gant Marcus Nispel, skrivet gant Scott Kosar. An aktourien eo Jessica Biel, Jonathan Tucker, Erica Leerhsen, Mike Vogel, Eric Balfour ha R. Lee Ermey. An istor a ro tro da heuliañ ur strollad tud yaouank o veajiñ dre maezioù Texas hag a gej gant Leatherface hag e familh tofedourien. Ur "remake" eo eus ar film gant Tobe Hooper embannet e 1974 hag anvet heñvel. Ar pempvet film eo er frañchiz The Texas Chainsaw Massacre. Meur a zen a oa bet o labourat er c'hentañ film a oa distroet: Hooper hag ar skrivagner Kim Henkel evel kenbroduerien; Daniel Pearl distroet evit al luc'hskeudenniñ; ha John Larroquette evit mouezh digoradur ar film
Ar film zo bet embannet e Stadoù-Unanet Amerika d'ar 17 a viz Here 2003. Rastellet ez eus bet 107 milion a zollaroù er box office stadunanat. Gwelet e vez evel unan eus ar filmoù spont adsavet oc'h ober berzh bras, en desped da vezañ bet burutellet etre pe fall. Ur film en e raok a oa bet embannet e 2006, anvet The Texas Chainsaw Massacre: The Beginning. The Texas Chainsaw Massacre a oa bet ar c'hentañ film produet gant Platinum Dunes, hag a oa kendalc'het neuze da broduiñ adsavadennoù filmoù spont eus an XXvet kantved.