The Winter's Tale
The Winter's Tale, pe Ar gontadenn c'hoañv (met n'eo ket bet troet ar pezh e brezhoneg), zo ur pezh-c'hoari saoznek gant ar barzh saoz William Shakespeare skrivet er bloavezh 1610 pe 1611, embannet e 1623 .
Deiziad krouiñ | 1611 |
---|---|
Titl | The Winter's Tale |
Labour da-heul | The Winter's Tale, The Story of Perdita |
Seurt oberenn | pezh-c'hoari |
Tachenn | comedy drama |
Aozer | William Shakespeare |
Bro orin | Bro-Saoz |
Yezh an oberenn pe an anv | saozneg |
Deiziad embann | 1623 |
Tudennoù | Leontes, Florizel, Perdita |
Full work available at URL | https://standardebooks.org/ebooks/william-shakespeare/the-winters-tale |
Statud ar gwirioù-oberour | domani foran, domani foran |
An istor er pezh
kemmañLodenn gentañ
kemmañLeontes, roue Sikilia ha Polixenes, roue Bohemia, zo bet savet o-daou evel daou vreur. Deuet eo Polixène d'ober ur veaj ofisiel da Sikilia, ha setu Leontes taget gant ur barrad gwarizi. Kavout a ra dezhañ e vije bet e wreg Hermione oc'h avoultriñ gant e vignon a vihanik hage vije brazez diwarnañ. Hag eñ bac'hañ e wreg, ha klask kontammiñ e vignon. Met hennezh a deu a-benn da dec'hel gant skoazell Camillo, servijer feal e vestr Leontes, met n'eo ket evit sentiñ ouzh un urzh ken foll. Gwilioudiñ a ra Hermione er vac'h, ha genel Perdita. Kaset ar bugelig nevez c'hanet gant Antigonus betek un aod pell ma varvo. Hermione avat a dou ne vevo ket ken abalamour d'he dizenor ha pa vije anavezet gant ar roue eo faziet. Hag e-kerzh ar prosez graet dezhi gant he fried gwarizius e teu ar gannaded, a oa bet kaset da glevet orakl Delfi, da lavarout eo digablus ar rouanez. Neuze e teu Hermione da vout adarre ur vaouez vertuzius d'he fried, rouanez Sikilia, mamm e vugale, e wir garantez. Met re ziwezhat eo. Tamm levenez n'he deus ken Hermione war an douar, sur eo eus brud vat hec'h anv, en em lezel a ra da vervel. O mab Mamillius a varv ivez abalamour d'ar vezh o welout he mamm kaset kuit ha divrudet gant e dad.
Echuiñ a ra al lodenn gentañ en un doare glac'harus, ar roue en anken abalamour d'e follentez, kiriek da varv e wreg ha hini e zaou vugel, kollet gantañ e wellañ mignon, Polixène, hag e servijer fealañ, Camillo
Eil lodenn
kemmañPerdita avat n'eo ket marv. Dilezet eo bet war an aod, dindan ar gorventenn. Distrujet eo al lestr, beuzet Antigonus. Met kavet eo bet gant ur mesaer, ha savet eo gant e vab, ur seurt farouell.
Dont a ra an Amzer d'ober e dro, ha setu ni c'hwezek vloaz diwezhatoc'h. Deuet eo Perdita da vout ur gaer a vesaerez, o vont da zimeziñ gant Florizel, mab roue ar vro, gwisket evel ur mesaer. Met piv eo tad ar paotr, ma n'eo ket Polixène, mignon da Leontes gwechall, roue Bohemia (ur Vohemia iskis, en arvor!). Hag ar roue, klevet gantañ kaoz eus eured kuzh e vab, a gemer dilhad ur mesaer ivez, ha gant e servijer Camillo ez a da welout Fest an Douzerien ma vo graet an eured .
Tudennoù
kemmañTud a bouez brasañ
kemmañE Sikilia
kemmañ- Leontes, roue Sikilia
- Hermione, e wreg
- Paulina, plac'h a gambr gant Hermione
- Antigonus, pried Paulina, ha Sikiliad
- Mamillius, mab Léonte ha Hermione
- Perdita, merc'h Léonte ha Hermione
Bohemia
kemmañ- Polixenes, roue Bohemia
- Florizel, mab Polixène
Tud all
kemmañ- Archidamus, aotrou e Bohemia
- Ur mesaer kozh , adtad Perdita
- Ar Furlukin , mab ar mesaer
- Autolycus, ur pilhaouer lampon
- An Amzer , evel kor
Brud vat zo d'ar pezh hiziv c'hoazh. E miz C'hwevrer 2009 e veze c'hoariet er Brooklyn Academy of Music e New-York (leurennet gant Sam Mendes) hag er Folger Elizabethan Theatre e Washington, D.C. (leurennet gant Blake Robison)[1],[2].
Fiñvskeudennerezh
kemmañTri film zo bet graet:
- unan digomz e 1910[3]
- unan e 1968 gant Laurence Harvey evel Leontes[4].
- unan all graet gant Waris Hussein embannet e 2009[5].
Skinwel
kemmañUr film zo bet graet evit ar BBC en 1981 gant Jonathan Miller, leurennet gant Jane Howell, ha Jeremy Kemp an hini a oa Leontes. La BBC en a produit plusieurs autres adaptations.