Theodorus van Gogh (1añ a viz Mae 1857 e Groot-Zundert - 25 a viz Genver 1891 en Utrecht), lesanvet Theo van Gogh, a oa breur d'al livour Vincent van Gogh ha gwerzher oberennoù arzel izelvroat. Kenskrivañ kalz a reas an daou vreur : en holl e savjont war-dro 700 lizher.

Theo van Gogh e 1888

E vuhez kemmañ

Pa oa Vincent o labourat evit ar werzherien barizian Goupil & Cie e Den Haag, e voe degemeret Theo e burevioù Brusel ar memes embregerezh d'ar 1añ a viz Genver 1873. Ur wech kaset Vincent da Londrez e tistroas Theo da Den Haag, hag eno e pleustras war ar vicher gwerzhañ taolennoù. E-kerzh ar goañv 1880-1881 e voe kaset Theo da burevioù Goupil e Pariz. E 1886 e kinnigas d'e vreur dont d'e adkavout, hag e feurmjont un ti e Montmartre. Theo a lakaas Vincent da gejañ gant Paul Gauguin, Paul Cézanne, Henri de Toulouse-Lautrec, Henri Rousseau, Camille Pissarro ha Georges Seurat. E 1888 e kendrec'has Gauguin da vont da welout Vincent hag a oa o chom en Arles.
E-keit ma oa e Pariz e kejas Theo gant Andries Bonger hag e c'hoar Johanna. Dimeziñ a rejont en Amsterdam d'ar 17 a viz Ebrel 1889. E Pariz edo ar c'houblad o chom, hag eno ivez e voe gant o mab Vincent Willem d'an 31 a viz Genver 1890. D'an 8 a viz Even ez ejont da welout Vincent en Auvers-sur-Oise. D'ar mare-se e ne yae ket mat-tre embregerezh Goupil, ha Theo van Gogh a aozas e embregerezh gwerzhañ oberennoù arzel. E vuhez-pad e sikouras e vreur Vincent. Tad-kuñv da Dheo van Gogh e oa.

 
Bez Vincent van Gogh ha hini Theo


  Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.