Thomas Edison (Thomas Alva Edison eus e anv leun) a zo ganet d'an 11 a viz C'hwevrer 1847 en Ohio ha marvet eo d'an 18 a viz Here 1931 e New Jersey (Stadoù-Unanet). E lesanv e oa «Majisian Menlo Park», gwelet e oa evel an ijinour gwellañ eus ar Stadoù-Unanet. Ijinet en deus ar pellgomz (met tud all o doa kavet ar pellgomz araozañ), ar glogorenn dredan, ar sinema, an enrollañ son hag ar fonograf. Perc'henn e oa war 1 093 aotre-gwerzhañ er Stadoù-Unanet. Pa oa ganet Edison ne oa ket eus an tredan, 84 bloaz war-lerc'h e oa goulaouet ar bed a-bezh a-drugarez dezhañ.

Thomas Edison
(en) A Day with Thomas Edison (1922)



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.