Ar Gevredigezh Thule (alamaneg : Thule-Gesellschaft), Studiengruppe für germanisches Altertum ("Strollad Studi evit an Henamzer c'herman") he anv gwir, a oa ur strollad kevrinour ha Völkisch alaman savet e München nebeut amzer goude fin ar C'hentañ Brezel-bed.

Thule-Gesellschaft
secret society
Iskevrennad eusluskad völkisch Kemmañ
Deiziad krouiñEost 1918 Kemmañ
Anvet diwarThule Kemmañ
DiazezerRudolf von Sebottendorf Kemmañ
StadRepublik Weimar Kemmañ
Ideologiezh politikelNaziegezh, gouennelouriezh, Enepyuzevegezh, enep-komunouriezh, luskad völkisch Kemmañ
Lec'h diazezMünchen Kemmañ
Sez sokialBavaria Kemmañ
Deiziad divodadur1930 Kemmañ
Skoed-ardamez an Thule-Gesellschaft

Diwar ur vro vojennel eus an norzh e mojennoù Henc'hres e teu an anv Thule. Ar gevredigezh a oa bet un harp e penn-kentañ ar strollad Deutsche Arbeiterpartei (DAP ; Strollad Labourerien Alamagn), a oa bet adaozet diwezhatoc'h gant Adolf Hitler evel Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei (NSDAP). Hervez buhezskrid A. Hitler gant Ian Kershaw, « Evel Who's Who aduidi gentañ an naziegezh e München eo listenn an izili : Rudolf Hess, Alfred Rosenberg, Hans Frank, Julius Lehmann, Gottfried Feder, Dietrich Eckart, ha Karl Harrer »[1].

Ar skrivagner Nicholas Goodrick-Clarke a embannas ne oa bet nemet Hans Frank ha Rudolf Hess evel izili gwirion. An holl bennoù nazi all a oa bet pedet da gomz e-kerzh emvodoù Thule pe na oant ket bet liammet don ouzh ar gevredigezh-se. Hervez Johannes Hering, « N'eus prouenn ebet e vefe bet biskoazh Hitler o welet ar Gevredigezh Thule. »[2]

Damkanioù an irienn kemmañ

Ar Gevredigezh Thule zo e-kreiz un toullad mat a istorioù ijinet, damkanioù an irienn liammet ouzh Alamagn an Trede Reich. Aesaet eo kement-mañ dre ma oa ur gevredigezh damguzh gant mennozhioù skiantoù kuzh. Evel an Ahnenerbe, ur skourr eus an SS eo gwelet ar Gevredigezh Thule hag alies e vezont kemmesket. An damkanioù-se a zo lies evel krouidigezh al listri-egorel nazi gant kevredigezh ar Vril.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Kershaw, Ian : Hitler 1889–1936: Hubris, Penguin, 2001 (ISBN 0-14-013363-1).
  2. Goodrick-Clarke, Nicholas : Black Sun: Aryan Cults, Esoteric Nazism, and the Politics of Identity, New York University Press, 2003 (ISBN 978-0-8147-3155-0).