Ti Picassiette
Ti Picassiette (pe Ti e vil tamm) a zo un ti lec'hiet e Chartres. Un ti savet gant marelledurioù gwer ha feilhañs sanket er betoñs eo.
Savet eo bet gant un den nemetken, Raymond Isidore (8 a viz Gwengolo 1900 - 7 a viz Gwengolo 1964) e anv, hag eñ lesanvet Picassiette.
Hervez e wreg hag e zaou vab-kaer e voe maget e awen gant e huñvreoù. Ur wech aet an awen kuit hag echuet gant e raktres e krogas da gantren, hag a-dreuz ez eas e spered. E-pad un nozvezh arnevek e tec'has kuit diouzh e di war-du ar maezioù, rak soñjal a rae dezhañ e oa fin ar bed. Mervel a reas nepell goude.
Red an darvoudoù
kemmañ- 24 a viz Kerzu1929: Raymond Isidore, hag eñ skuber e bered Chartres, a brenas un dachenn dilezet e straed des Rouliers (hiziv an deiz rue du Repos) ha kerkent e stagas gant sevel un ti bihan hep dour-red na privezioù.
- 15 a viz Eost 1930 : en em staliañ a reas en ti gant e wreg hag e zaou vugel. Azalek ar mare-se e ouestlas e vuhez a-bezh da ginklañ e di hag al liorzh a oa stag outañ.
- 1938: Kregiñ a reas gant kempenn an ti. Tammoù listri torret bet dastumet en diskargoù-lastez tro-war-dro eo ar pezh a implije ar muiañ. Abalamour da se e voe krouet e lesanv gant e amezeien : dre veskañ anv Picasso hag ar ger gallek assiette e voe savet an anv "Picassiette".
- 1964 : Marv Raymond Isidore.
- 1981 : Prenet an ti gant ti-kêr Chartres.
- 1983 : Lakaet Ti Picassiette da vonumant istorel.
Ur genstrivadeg sevel marelladurioù a ve aozet e Chartres bep daou vloaz. Picassiette eo anv ar priz a vez gounezet[1].
Notennoù
kemmañ- ↑ Paul Fuks "Picassiette, Le jardin d'assiettes", Ides et Calendes, Neuchâtel, 1992.