Tiken Jah Fakoly a zo ur c'haner reggae bet ganet d'an 23 a viz Mezheven 1968 e Odienne en Aod an Olifant. Dizoleiñ a ra buan ar sonerezh reggae ha sevel a ra e strollad kentañ e 1987, "Djelys". Dedennet gant an darvoudoù sokial ha politikel en e vro e grog da skrivañ kanaouennoù war ar stad dilenn, tamm-ha-tamm e teu da vezañ anavezet en e vro, gant ar re yaouank dreist-holl. Ur produer a zeu e darempred gantañ hag enrollañ a ra e gasedigoù kentañ e-kerzh ur genskrivadeg sonerezh aozet e Aod-an-Olifant e 1993.

Tiken Jah Fakoly

E-kerzh ar memes bloavezh e varv ar prezidant Houphouët-Boigny ha disklêriet e vez ur c'hañv broadel. E-pad 3 miz ne vez skignet gant ar radio nemet kanaouennoù relijiel. Kentañ pladenn Fakoly a zeu er-maez hep kaout tamm brud ebet, un nebeud mizioù war-lec'h e teu er-maez ur bladenn all met chom a ra divrud adarre.

Fakoly a ziviz sevel kanennoù politikel, flatrañ an drougimplijoù hag emsaviñ a ra ar bolitikerien o skrivañ e soñjoù en e ganennoù. Gant sikour arc'hant e vignoned e laka da zont er-maez " Mangercratie " hag a zo brudet-kenañ en Afrika hag er broioù gallek. E 1998 e krog Tiken Jah Fakoly da enrollañ e bladennoù e Frañs. Youlek, ec'h embann Fakoly e 2002 ar bladenn " Françafrique " enrollet en ur studio brudet mat : Tuff Gong e Kingston, e Jamaika. Brudet-tre e krog da vezañ. Deuet er-maez e 2004 ez eo " Coup de Gueule " ur bladenn reggae roots tennet eus ar vuhez e Jamaika hag en Aod-an-Olifant. Ur bern tud o deus sikouret anezhañ da enrollañ e bladenn : Tyrone Downie, ar ganerien Black Uhuru, Zebda ha Magyd Cherfi hag en deus skrivet gant Fakoly ar ganaouenn " Tonton d'América ".

"Evel ma lâr e-pad e atersadennoù e servij e sonennoù da lakaat an dud da soñjal en diaesterioù zo en Afrika, ar c'hleñvedoù, ar baourentez... Servijout a ra ivez da chom hep disoñjal eo ar pobloù afrikan tud eveldomp gant o hengounioù, o sevenadur..."

Abalamour da se ez eo brudet Tiken Jah Fakoly en Afrika hag en Europa a-bezh.


Pladennoù

kemmañ
  • 1993 : Djelys ( Djelys )
  • 1994 : Missiri ( Djelys )
  • 1999 : Mangercratie
  • 2000 : Le Caméléon
  • 2000 : Cours d'histoire
  • 2002 : Françafrique
  • 2004 : Coup de gueule
  • 2007 : L'Africain


Prizioù

kemmañ
  • 2003: e Frañs : Victoires de la musique 2003 er Rummad Reggae/Ragga/World gant ar bladenn Françafrique.