Timbroù Allenstein
Ur geoded eus reter Europa eo Allenstein, bet en Alamagn gwechall, e Polonia abaoe 1945.
E 1920 ez eus aozet ur boblvouezhiadeg evit anavezout respont ar bobl d’ar goulenn bezañ staget ouzh Prusia ar Reter pe ouzh Polonia. Evit brudañ ar votadeg e oa bet lakaet e gwerzh timbroù dreistmoulet a-ratozh gant ar velestradurezh alaman, adalek an 13 a viz Ebrel.
Daou rummad a 14 timbr zo moulet, etre 5 Pfennig ha 3 Mark an dalvoudegezh pep hini anezho. Pa lenner PLÉBISCITE / OLSZTYN / ALLENSTEIN war ur rummad ez eo hiroc’h an eil : TRAITÉ / DE / VERSAILLES / ART. 94 et 95 gant anv poellgor ar boblvouezhiadeg. Ar galleg eo zo implijet o vezañ m’eo yezh ofisiel Unvaniezh Postoù ar Bed.
362 209 mouezh (97.8%) a sav a-du, d’an 11 a viz Gouere, evit bezañ staget ouzh Alamagn ha 7 980 (2.2%) evit Polonia. N’heller mui implij an timbroù adal an 20 a viz Eost.
E fin an Eil Brezel-bed, pa vo treset en-dro bevennoù Polonia e vo tennet Prusia ar Reter ha tiriad Allenstein diouzh Alamagn, ha skarzhet an darn vrasañ eus an annezidi gant ar velestradurezh poloniat. Anvet eo Olsztyn kêr Allenstein bremañ.
Pennad kar
kemmañ- Allenstein (Olsztyn)