Etre 1922 ha 1924 e voe dreistmoullet timbroù an Antilhez Bihanañ saoz gant ar meneg Barbuda war boltred ar roue George V. Timbroù Antigua hepken a voe implijet a-neuze , betek ar bloaz 1968 pa zeuas er-maez ur rummad timbroù gant skeudenn ur pesk ha poltred ar rouanez Elesbed II er c’horn dehou. E-pad ar bloavezhioù e voe embannet timbroù liesliv, awenet gant tud veur Bro-Saoz, gouelioù relijiel (Pask, Nedeleg), an arzoù-kaer (taolennoù Dürer). Alies a-walc’h e veze implijet timbroù Antigua dreistmoullet gant ar ger BARBUDA.

Timbr 1922

Goude ar bloaz 1981 avat, pa voe dizalc’h an enezenn ha staget he dazont ouzh hini Antigua e teuas an timbroù da vout danvez un industriezh, pell-pell eus ezhommoù annezidi ar vro. Etre 1981 ha 2000 e voe embannet tro 1500 timbr, da lavaret eo teir gwech muioc’h eget an 12 vloaz a-raok… An darn vrasañ o vezañ re Antigua, dreistmoullet gant ar gerioù BARBUDA MAIL.

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ