Emañ kêr Bergedorf e hanternoz Alamagn, nepell eus Hamburg gwechall hag unan eus karterioù ar gêr-se eo bremañ.

Timbr Bergedorf – 1861

Anavezet eo Bergedorf evit bezañ aozet ur servij postel emren adalek 1846 ha bezañ embannet e 1861 ur rummad timbroù. Etre ar 1añ a viz Du 1861 hag an 8 a viz Eost 1867 int bet implijet.

Ardamez Bergedorf zo danvez an tresadenn : hanterenn un erer (arouez Kêr Lübeck) ha hanterenn un tour (aroue Kêr Hamburg). Al lizherennoù LHPA a gaver e pevar korn an timbroù karrezek an holl anezho a dalv "Lübeck Hamburg Post Amt". Du eo an dresadenn atav, moulet war baper melen, glas-mouk, glas… war-bouez an hini 3 schilling a dalvoudegezh, savet e glas war baper damruz.

Tro 12 000 den hepken a veve e Bergedorf e-pad ar prantad ma yeas endro ar velestradurezh postel, rouez ha klasket mat eo an timbroù (war c’holoennoù-lizher dreist-holl)neuze.

E 1867 eo teuzet ofis postel Bergedorf gant hini Hamburg. Adal 1868 e vo implijet timbroù Kengevread Norzh Alamagn hag e 1871 timbroù Alamagn.

Pennad kar

kemmañ