Timbroù Bro-Orañje

(Adkaset eus Timbroù Bro-Orañjez)

Emañ Bro-Oranje e Su Afrika. Krouet gant Boered e 1835 (alese an anv a ra soñj eus an tiegezh Orañjez-Nassau), ar republik zo trec'het gant an arme saoz da vare "Brezel ar vBoered" (1899-1902). Adanvet eo "Trevadenn ar Stêr Orañjez" ("Orange River Colony" e saozneg).

Bro-Orañjez

Ur rannvro eus Republik Suafrika eo bremañ, dindan an anv a "Free State" ("Stad Dieub" e saozneg).

Stad dieub Oranje kemmañ

 
Timbr 1897

E 1868 e krog Stad dieub Oranje da embann timbroù. Un dresadenn nemetken zo implijet da skeudennaouiñ anezho, hini ur wezenn-orañjez gant an alc'hwez "Oranje Vrij Staat" war ar bord.

Gant an embregerezh De La Rue and Company int moullet hervez teknik an tipografiezh, dezho un dalvoudegezh etre 1 penny ha 5 shilling. An diouer a dimbroù a gaso ar velestradurezh da soulgargañ anezho e 1877, 1881, 1882, 1888, 1890, 1892, 1896, ha 1897. Fazioù niverus zo anavezet (soulgargoù doubl, penn ouzh penn…). Priziet mat eo un darn eus outo neuze.

Trevadenn ar Stêr Orañjez kemmañ

 
Timbr 1903 - Edouarzh VII

E 1900 ez eo aloubet ar vro gant ar Saozon. Buan e vez lakaet er-maez timbroù ar Stad Dieub soulgarget gant al lizherennoù V.R.I. a dalv kement a Victoria Regina Imperatrix (Victoria Rouanez Impalaerez). Ur rummad a 10 timbr zo embannet evit pouezañ e speredoù an dud war aotrouniezh nevez ar Rouantelezh-Unanet er vro.

1900 : timbr Kab ar Spi mat gant ur soulgarg "Orange River Colony". Ar wezenn gant ur soulgarg e ruz pe e liv orañjez : V.R.I. ha moneiz (4 d ha One Shilling)

1902 : Ar wezenn soulgarget E.R.I. (= Edward Rex Imperator)

1903 : ur rummad 9 timbr gant penn Edward VII (e kreiz ul lagad) ha loened ar vro (antilopenn)

Adalek 1905 e vez graet gant timbroù Unvaniezh Suafrika.

Pennadoù kar kemmañ