Un enezenn er Mor Karib hag ur vro tramor eus Rouantelezh an Izelvroioù eo Curaçao. Bez e voe ul lodenn eus Antilhez Nederlandat betek diskar ar framm-se d'an 10 a viz Here 2010.

Banniel Curaçao (2019)

Deuet eo ar Postoù da vezañ emren neuze ha da embann timbroù dindan anv an enezenn evel e Sint Maarten hag an inizi Karib Nederlandat (Caribisch Nederland) : Bonaire, Sint Eustatius, ha Saba. An timbr kentañ bet embannet a ziskouez kartenn an enezenn.

Timbroù gant an alc'hwez CURAÇAO a voe embannet etre ar bloaz 1873 ha 1950 gant postoù Izelvroioù, met implijet e oant bet en holl inizi an Antilhez Nederlandat. Treiñ a reas an alc'hwez da vezañ NED. ANTILLEN pe NEDERLANDSE ANTILLEN goude 1950.

Pennadoù kar

kemmañ