Timbroù Enez ar Reünion

Emañ Enez ar Reunion (« La Réunion » e galleg) er Meurvor Indian, 700 km e reter Madagaskar. Emañ dindan dalc’h ar Stad-C’hall abaoe an XVIIIvet Kantved, o vezañ un drevadenn betek 1946, ar bloaz m’eo fizet enni statud un departamant-tramor.

An timbr kentañ
An timbr kentañ

Abred tre ez eus bet embannet timbroù a-ratozh evit postoù an enezenn. Daou dimbr 15 gwenneg ha 30 gwenneg egile zo moulet e 1852. Rouez-kenañ ha kêr-ruz int hiriv, anat eo.

Adalek 1885 e vez implijet timbroù boutin an trevadennoù gall, soulgarget gant al lizherenn R pe ar ger REUNION a-dreuz (1891). Ur vojenn REUNION a vo embannet war dimbroù ar rummad « Commerce et Navigation » e 1892.

Timbr 1907

Liesseurtoc’h eo danvez an timbroù embannet goude 1907 : kartenn an enezenn, lec’hiennoù brav (pleg-mor, menezioù, skuilh-dour…) hag ar rummadoù boutin embannet evit kement tiriad an impalaeriezh c’hall (ar rummad « Pierre ha Marie Curie », deiz-ha-bloaz an Dispac’h, diskouezadeg New York…).

Un timbr istorel zo moulet e 1943 koulskoude evit derc’hel koun eus stagadenn an enezenn ouzh Bro-C’hall, tri-c’hant bloaz kent. Embannet ez eus unan all evit ar postoù dre garr-nij.

E 1947 e vez lakaet er-maez ar rummad timbroù diwezhañ o skeudenniñ ar Reunion. Etre 1948 ha 1974 e vo implijet timbroù gall soulgarget anezho gant al lizherennoù CFA.

Timbroù gall a vez implijet gant an inizidi bremañ.