Timbroù Honduras Breizh-Veur

Trevadenn ar Rouantelezh-Unanet e voe Honduras Breizh-Veur etre 1862 ha 1981. Ar bloaz-se e teuas da vezañ dizalc’h, eizh vloaz goude bezañ troet e anv da vBelize.

Poltred ar rouanez Victoria (1866)
Poltred ar rouanez Victoria (1891-1898)

D’ar 31 a viz Here 1809 ez voe digoret ar burev-post kentañ. Implijet e oa bet timbroù Breizh-Veur gant ur siell A06 etre ar bloaz 1858 hag ar 1añ a viz Ebrel 1860 pa voe savet ur velestradurezh postel emren er vro. Ganti e voe paouezet implij an timbroù-post, ha trawalc’h e oa ur c’hached evit prouiñ ma oa bet paeet an taos.

Timbroù kentañ dindan anv British Honduras a voe embannet e 1866. N’eo ket souezhus eo poltred ar rouanez Victoria a weler warno, e kreiz un ovalenn. N’eo ket dres an tres a voe gwelet e trevadennoù all Breizh-Veur. An tri zimbr a dalvoud-gwerzh 1 penny, 6 pence ha 1 shilling a voe lakaet e gwerzh e 1866 a oa derou un aridennad timbroù boutin damheñvel war-bouez ar filigran hag ar c’hranelladur, gant un dreistmoulladur a-wechoù, rak e 1888 e cheñchas ar moneiz eus al lurioù saoz da sentoù ha dollaroù.

Miret e voe ar framm met gant poltred ar roue nevez e 1902 (Edouarzh VII), tra ma voe skeudennaouet George V e kreiz ur framm nevez war an timbroù embannet e 1913.

Timbr-lid kentañ Honduras Breizh-Veur a oa un timbr a liv ruz-flamm, a briz izel (2 cent) evit ar peoc’h adkavet. Ar ger PEACE a lenner div wech a-us poltred ar roue, e lizherennoù bihan. Tennet e voe ar meneg PEACE war pa voe adembannet gant ul liv gris hag ur priz uheloc’h (4 cent).

Artizanelezh maya (1938)
Skoed-ardamez (1953)

E 1938 e teuas er-maez ur rummad timbroù brasoc’h, o skeudenniñ gweledvaoù ar vro, herezh ar sevenadur Maya, gwez Honduras… e-kichen poltred ar roue George VI. Ar rummad timbroù engravet, daouliv anezho gant neuz an traoù a-vaez a veze kavet en darn vrasañ eus trevadennoù Breizh-Veur.

Lidet e voe 150vet deiz-ha-bloaz Emgann Saint-George's Caye a-enep Bro-Spagn, gant c'hwec'h timbr e 1949, tri anezho o skeudenniñ ''Cayes'' Belize (ur seurt enez-traezhenn eo ar Caye) ha tri all gant tresadenn al lestr HMS Merlin.

Honduras Breizh-Veur a c'hounezas an emrenerezh d'ar 1añ a viz Genver 1964, hag embann a reas timbroù dindan anv BRITISH HONDURAS betek 1973. Ar bloaz-se e voe adanvet ar vro BELIZE.

Liammoù diavaez

kemmañ

Pennad kar

kemmañ