Emañ Ingria etre Rusia ha Finland, e su Karelia. Goude Dispac'h bolchevik 1917 e Rusia ec'h embannas Republik Ingria an Norzh (Pohjois-Inkerin tasavalta e finneg) he dizalc'hidigezh diouzh Rusia d'an 23 a viz Genver 1919, gant skoazell Finland ha gant ar pal bezañ staget ouzh ar vro-se. Gant feur-emglev Tartu etre Rusia ha Finland e teuas da vezañ ul lodenn eus Rusia met roet e voe dezhi un tamm emrenerezh e-pad ur prantad-amzer berr.

Timbr ar rummad kentañ (1920)
Timbroù ar bloaz 1920

Daou rummad timbroù a voe embannet e 1920 dezho an alc'hwez Pohjois-Inkerin (Ingria an norzh) gant ar Gouarnamant lec'hel ha Servij Postoù Finland.

Embannet e oa bet ar rummad kentañ eus timbroù Norzh Ingria d'an 21 a viz Meurzh 1920. Awenet e oant bet gant re Finland eus 1917, anvet "Skouer Saarinen", timbroù savet gant an tisavour finlandat Eliel Saarinen. Buan e voent gwerzhet d'an dastumerien, ha gant se e voe an dimbrawouriezh mod arc'hantaouiñ pennañ ar republik yaouank. An eil heuliad a oa bet savet evit servij post Norzh Ingria hag embannet d'an 2 a viz Eost 1920.

Talvoud-gwerzh an daou heuliad a oa skrivet e markoù finlandat ha heñvel o friz ouzh re Finland. War-dro 50 lizher a veze kaset eus Norzh Ingria bemdez, an darn vrasañ anezho da Finland gant tud eus nerzhioù aloubiñ Finland.

Timbr Evit Ingria

Gant Feur-emglev Tartu e voe staget ar rannvro ouzh Rusia Soviedel en-dro (en Oblast Leningrad hag echuet e voe gant implij timbroù-post Norzh-Ingria d'ar 4 a viz Du 1920. Gwerzhet ez eus bet c'hoazh timbroù e Finland dreistmoullet gant Inkerin hyväksi (Evit Ingria), met ne oant ket talvoudus evit kas lizhiri. An arc'hant rastellet a voe implijet evit harpañ repuidi eus Norzh Ingria.

Pennadoù kar

kemmañ