Timbroù Inizi Mor Egea

Emañ Mor Egea e reter ar Mor Kreizdouarel. War-dro 400 enezenn, bras ha bihan, a gonter etre aodoù Turkia ha re Hellaz.

Timbr Italia ar bloaz 1912
Timbr Italia ar bloaz 1932

Goude ar brezel etre Italia hag an Impalaeriezh otoman (miz Gwengolo 1911 – miz Here 1912) e voe sinet Feur-emglev Lausanne gant ar vrezelourien hag e teuas dindan beli Roma tiriadoù e Libia (Fezzan, Tripolitana ha Cyrenaica) hag inizi an Dodekanesa, poblet gant Gresianed (an darn-vrasañ) ha Turked.

Timbr Enez Rodos eus 1932
Timbr ar bloaz 1940

Timbroù Italia a voe dreistmoullet gant EGEO e 1912 (ECEO a vez kavet ivez, rouez-tre avat). E 1930 hepken e voe lakaet e gwerzh rummadoù nevez (timbroù italian da lidañ ganedigezh Vergilius pe 700vet deiz-ha-bloaz marv Sant Anton Padova) gant ar gerioù ISOLE ITALIANE DELL’EGEO (Inizi italian Mor Egea). E 1940 e voe embannet ur rummad, hag unan hepken, gant an alc’hwez Isole Italia dell'Egea, evit brudañ un diskouezadeg gouestlet d’an tiriadoù italian tramor e Napoli.

Gant ar Postoù italian e voe embannet etre 1912 ha 1932 timbroù dreistmoullet gant anv un enezenn bennak :

  • Kalymnos (Calimno en italianeg)
  • Halki (Karki)
  • Kasos (Caso)
  • Kastellórizo (Castellosso en italianeg)
  • Kos (Coo)
  • Léros
  • Lipsi (Lipso)
  • Nysyros (Nisiros)
  • Patmos
  • Tílos (Piscopi)
  • Rodos (Rodi)
  • Karpathos (Scarpanto)
  • Symi (Simi)
  • Astypalea (Stampalia)

E fin ar brezel e voe meret an inizi gant melestradurezh Breizh-Veur e-pad daou vloaz. Dilezet e voe ar raktres da lakaat an enezeg da vezañ ur vro-warezet pe ur Stad distag, hag e Pariz e 1947 e voe fiziet inizi an Dodekanesa e Gres.

Pa voe aloubet an inizi gant Hellaz e voe embannet ur rummad timbroù gresian gant al lizherennoù ΣΔΔ ("SDD").

Pennadoù kar

kemmañ