Timbroù Lagos
D'an 10 a viz Even 1874 e voe embannet timbroù kentañ Lagos, warno poltred ar rouanez Victoria. Rummadoù heñvel a voe embannet betek miz Here 1902.
E miz Eost 1893 e voe embannet un timbr 4 d dreistmoullet gant ur priz izel : HALF PENNY.
D'an 22 a viz Genver 1904 e voe lakaet e gwerzh timbroù gant penn ar roue nevez, Edouarzh VII. Ne badas nemet daou vloaz implij ar rummad-mañ hag unan damheñvel e 1905.
D'ar 16 a viz C'hwevrer 1906 e teuas kêr Lagos da vezañ un tiriad e bro-warezet saoz Nijeria ar Su. Kenstaget e voe ar vro ouzh Nijeria an Norzh e 1914, alese trevadenn Nijeria.
- Arabat eo droukveskañ kêr Lagos e Nijeria gant Porzh-Lagos e Gres, eno ur burev gall a embannas timbroù dreistmoullet e fin an XIXvet kantved.
Pennadoù kar
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Proud, Ted. The Postal History of Nigeria. Heathfield, Sussex : Proud Bailey, 1995 (ISBN 1-872465-17-X)