Timbroù Rodezia ha Nyasaland

Etre 1953 ha 1963 e sav Rhodezia ar Su ha gwarezvaoù Rhodezia an Norzh ha Nyasaland ur c'hevread hanter zizalc’h, dindan aotrouniezh ar Rouantelezh-Unanet, hag a zo anavezet dindan anv a gKevread Kreiz Afrika (« Central African Federation » pe CAF e saozneg). Dre ziazezañ an hevelep kenemglev etre ar broioù-se e fell d’ar Saozon sevel ur Stad stabil tonket da vezañ un Dominion e-barzh Kenglad ar Broadoù. Tarzhañ a ra an unvaniezh d’ar 31 a viz Kerzu 1963 dre youl broadelourien afrikan ha da heul divizoù an aozadurioù etrebroadel. Dizalc’h eo Rhodesia an Norzh dindan anv Zambia ha Nyasaland dindan anv ar Malawi. Rhodezia ar Su a vo anvet Zimbabwe dizale.

Timbr

An timbroù embannet zo warno an alc’hwez « Rhodezia & Nyasaland ».