Timbroù Santez-Lusia

Emañ enezenn Santez-Lusia er Mor Karib, etre Martinik ha Sant-Visant hag ar Grenadinez.

Ar Rouanez Elizabeth II – 1953
Ar Rouanez Elizabeth II – 1953

Dindan dalc’h ar Rouantelezh Unanet eo abaoe penn-kentañ an XIXvet kantved. Krog eo ar velestradurezh saoz da embann timbroù evit an enezenn e 1859, gant poltred ar Rouanez Viktoria.

Ur Stad dizalc’h eo Santez-Lusia abaoe an 12 a viz C’hwevrer 1979.