Timbroù Sina - Burevioù saoz

A-drugarez da feur-emglev Nanking sinet d’an 29 a viz Eost 1842 ez eo aotreet ar Rouantelezh Unanet da zigeriñ 5 burev-post adalek ar 16 a viz Ebrel 1844 e porzhioù zo a Sina. Ur pemp bennak all a vo digor diwezhatoc’h.

Timbr Hong-Kong soulgarget - 1917

Roll ar c'herioù :

  • Amoy (1844) Sielladur "A1" 1866-1885; "D27" etre 1876-1885
  • Canton (1844) Sielladur "C1" 1866-1885
  • Foochow (1844) Sielladur "F1" 1866-1885
  • Ningpo (1844) Sielladur "N1" 1866-1885
  • Shanghai (1844) Sielladur "S1" 1866-1885
  • Swatow (1861) Sielladur "S2" 1866-1885
  • Hankow (1872) Sielladur "D29" 1879-1885
  • Kiungchow (1873) Sielladur "D28" 1876-1885
  • Tientsin (1882)
  • Chefoo (1903)

Pa grog ar frammadur-mañ da vont en dro e vez dastumet al lizhiri er c’herioù-se ha kaset da Hong-Kong, lec’h ma vez moulet warno ur sielladur “B62”. Diwezhatoc’h (1860-1870) e vo fiziet ur sielladur ispisial da bep kêr a Sina enni ur burev saoz.

Timbroù-post Hong-Kong zo implijet eno adalek 1862, met goude ar 1añ a viz Genver 1917 ez eo dreistmoullet "CHINA" timbroù Hong-Kong. 16 timbr a ra d’ober ar rummad kentañ a sav eus 1 c'hentim da 10 dollar. Un eil rummad a zek timbr a vo dreistmoullet e 1922.

An holl vurevioù zo serret d’an 30 a viz Du 1922.

Gwelet : Timbroù Hong Kong