Timbroù Stadoù emren Suafrika

E fin ar bloavezhioù 1970 e tivizas gouarnamant gouennelour Republik Suafrika reiñ an emrenerezh da bevar ziriad poblet gant morianed, evit mont pelloc’h gant ar politikerezh diforc’hañ etre an annezidi hervez liv o c’hroc’hen. Ur Bantoustan a veze graet eus ar seurt bro, dizalc’h hervez Suafrika, dindan beli Pretoria hervez Aozadur ar Broadoù Unanet.

E 1994 e voe echuet ar politikerezh-se dre ma voe dilennet Nelson Mandela e penn Suafrika. Divodet e voe eta an Transkei, ar Bophuthatswana, ar Venda hag ar Ciskei ha lakaet an dud da vout keodedourien Suafrika evel ar re all. Timbroù Republik Suafrika a vez implijet enno abaoe 1994.

Transkei

kemmañ

318 timbr zo bet embannet gant Transkei etre 1976 ha 1994. Liesliv peurvuiañ, troet eo an danvez anezho war ar vuhez er vro : greanterezh, artizanelezh (gwiaderezh, gwiskamantoù hengounel an dud), an natur (evned, plant…). Harozed ar medisinerezh zo enoret gant eizh rummad etre 1982 ha 1993.

Bophuthatswana

kemmañ

E 1977 e oa krog melestradurezh ar Bantoustan da embann timbroù, gant ur rummad 17 tamm a ginnig deomp loened ar vro. Sevenadur ar vro hag an natur eo danvez an timbroù. Daouzek rummad zo gouestlet da Bask ha Pasion Jezuz, da lavaret eo 48 timbr diwar 309 tamm moullet, ha 16 hini da Istor ar pellgomz.

Edo ar Republik-se e Transvaal an hanternoz. 276 timbr a voe embannet gant ar Venda, gouestlet ivez da loened Suafrika (loened-stlej), sevenadur hengounel ar vro, ar gwez… Pevar rummad a ro deomp da anavezout « istor ar skritur » er bed.

Ciskei

kemmañ

Dizalc’h e voe ez-ofisiel adalek ar 4 a viz Kerzu 1981. An degouezh-mañ a voe degaset da soñj gant timbroù e 1981 ha 1986 (5vet deiz ha bloaz). Ar planedennoù hag ar loarelloù a voe da zizoleiñ war daou rummad e 1991 ha 1992.

E Ciskei evel en tiriadoù all ez eo diaes divinout e peseurt plegenn fall e oa an darn vrasañ eus an dud e Suafrika, abalamour d'an apartheid, pa weler skeudenn an timbroù embannet. N'eus ket kaoz warno eus ar stourmoù evit dieubiñ ar bobl zu, na netra a c'hellfe displijout da c'houarnamant Suafrika. Un nemedennig e vefe neuze ar rummad lakaet e gwerzh e 1982 a ro deomp da c'houzout buhez Cecilia Makiwane, kentañ klañvdiourez a ouenn zu e Suafrika.

Liammoù diavaez

kemmañ