Ar suañ enezenn en Emisferenn ar Su eo Tasmania, lec’hiet e gevred kevandir Aostralia. Trevadennet eo gant ar Rouantelezh Unanet e 1803 evit en em zizober eus an dud kondaonet gant ar justis saoz. Unan eus stadoù « Commonwealth of Australia » (Kenglad Aostralia) eo bremañ.

Timbr Tiriad Van_Diemen
Lamm-dour Russel – 1900

Etre 1853 ha 1912 ez eus embannet timbroù e Tasmania en e anv.

N’eo ket Tasmania avat a lenner war ar daou rummad kentañ (e 1853 hag e 1858) met “VAN DIEMENS LAND”, da lavaret eo anv kentañ ar vro bet roet dezhi gant an dizoloer Abel Tasman en enor da Anthony van Diemen, gouarnour-meur Kompagnunezh Nederlandat Indez ar Reter e-pad ar XVIIvet kantved.

Lesanvet eo « Courier » ar rummad kentañ rak savet eo bet gant embanner kazetenn ar vro.

Ar rummadoù kentañ a ginnig poltred ar Rouanez Viktoria, ha ma vefe en ur geñver pe a-skerb, e-kreiz kadrennoù disheñvel.

E 1883 ez implijer pevar zimbr kemedel gant ar meneg Stamp Duty Tasmania warno tresadenn ur beghouad.

Ar rummad diwezhañ zo gouestlet d'al lec’hioù bravañ war an enezenn moarvat : al lenn Marion, menez Wellington, kêr Hobart, bolzenn Tasman, porzh-mor Davey, lamm-dour Russel, menez Gould ha lenn St Clair, lamm-dour Dilston.

Daou dimbr soulgarget “1 ½ d.” ha ONE PENNY a voe moulet e 1905 ha 1912.

E 1901 en deus emezelet Tasmania da Genglad Aostralia, ur Stad dizalc’h savet gant unvaniezh c’hwec’h proviñs, hag adalek 1913 eo timbroù Aostralia a zo implijet.

Liamm diavaez

kemmañ