Timbroù Zanzibar - Burevioù gall

Ar burevioù-post gall zo bet digor e Zanzibar etre 1894 ha 1904.

timbr gall doare « Merson » soulgarget evit Zanzibar – 1903

Timbroù gall boutin dreistmoullet gant moneiz ar vro zo bet embannet da gentañ. E 1902 avat e kaver timbroù gall c’hoazh nemet ar meneg Zanzibar a gemer plas an anv Frañs. Dreistmoullet int gant prizioù e moneiz Zanzibar.

Rouez ha prizius-tre eo an timbroù-se bremañ.