Timbroù an Inizi Karolina
Inizi Caroline a vez graet eus un enezeg lec’hiet e kornog ar Meurvor Habask, e biz Ginea-Nevez.
Trevadenn Spagn e oa an Islas Carolina adalek 1886, goude ma oa bet diskoulmet gant ar pab Leon XIII an tabut etre ar vro-se hag Alamagn war c’houlenn aotrouniezh war an inizi.
Koulskoude, da heul ar brezel etre Spagn hag ar Stadoù-Unanet e tivizas rouantelezh Alfonso XIII gwerzhañ an enezeg da Alamagn e 1899 evit 25 million a besetas. Gant an Alamaned e voe lakaet war droad ur servij postel war an tiriad gwarezet (Schutzgebiet) adanvet Karolinen ganto. An timbroù alaman soulgarget a veze implijet da gentañ, hag e 1901 e veze kavet da brenañ timbroù boas trevadennoù Alamagn, da lavaret eo ar vag Hohenzollern gant ar meneg KAROLINEN.
Aloubet e voe an enezeg gant Japaniz d’an 8 a viz Here 1914. Gant Kevredigezh ar Broadoù e voe aotreet ez-ofisiel Japan e 1920 da verañ an Inizi Caroline. Kement-se a voe graet gantañ betek ma voe skarzhet gant an Amerikaned e dibenn an Eil Brezel-bed e (1944). Timbroù Japan e voe re an Inizi e-pad ar prantad 1914-1944.
Fiziet e voe an Inizi e melestradurezh Stadoù-Unanet Amerika gant Aozadur ar Broadoù Unanet e miz Gouere 1947, gant statud ur rann eus an Trust Territory of the Pacific Islands ("Tiriad Fiziet Inizi ar Meurvor Habask"). Timbroù Stadoù-Unanet Amerika a voe implijet etre 1944 ha 1983.
Dre ar c'houlennadeg aozet e 1979 e tibabas ar strobad inizi Palau bezañ dizalc’h, pezh ac'h eas da wir d'ar 1añ a viz Genver 1981. Anvet eo Republik Palau bremañ.
E 1983 e voe savet Stadoù Kevreet Mikronezia gant ar peurrest eus an enezeg.