Tiriodh (distagadur LFE: [ˈtʲʰiɾʲəɣ]; Tiree e saozneg), a zo unan eus an Inizi Gall e gwalarn Bro-Skos. Emañ an enezenn er mervent da enez Colla, ha war-dro 800 den a zo o vevañ enni.

Bae Baile a' Phuill, en enez Tiriodh, gant ar machair dirazañ.

Talvezout a ra an anv Tir Iodh e gouezeleg kement ha "douar an ed". Sgairinis eo ar gêriadenn vrasañ en enez. Gant bigi treizh e c'haller dont eus enez Colla, pe eus an t-Òban war an douar bras. Un aerborzh bihan a zo ivez. E 2001 e oa 48,6% eus an enezourien a ouie gouezeleg.