Graet e vez Titouriñ vilourel eus un obererezh a implij an dastumañ hag analizañ titouroù evit gellet sikour ar pennoù-bras da sevel kadoniezhoù hag ober choazoù. Ar pal-se a vez tizhet gant an titouriñ vilourel en ur implij doareoù lies da gavour titouroù. An titouriñ vilourel a vez suj d'ar pennoù bras eus al lu ha klask a ra tizhout palioù kefridioù embannet ganto. Evit kaout un dielfennañ eus an titouroù lies, penn an titouriñ a rank reiñ sklaer ar palioù da dizhañ, ar pezh a vo kemeret e kont en holl pazennoù.

Titouriñ vilourel
Iskevrennad eusspierezh, obererezhioù titouriñ Kemmañ
Pleustret gantmilitary intelligence agency, intelligence military unit Kemmañ

Tachennoù labour an titouriñ lu a zo lies evel tachenn un oberiadur, titouriñ war enebourien, kevredidi pe nerzhioù neutral, poblañs trevour un dachenn lec'h ma vo pe a vez oberiadurioù brezel, ha lec'hioù all gwelet evel dedennus. Ar c'hefridioù titouriñ a vez graet war meur a live, eus reoù strategel pe kadoniel, e mareadoù peoc'hus, mareadoù a wel ur brezel o tont, hag e-kerzh ur maread stourm pe brezel ivez.