Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Tokyo (東京; Tōkyō, e japaneg, "kêr-benn ar reter") eo kêr-benn Japan ha pennlec'h Prefeti Tokyo. Kêr vrasañ Japan eo. Tolpadur-kêrioù Tokyo, gant Yokohama ha Kawasaki, zo poblet gant ouzhpenn 33 milion a dud. E kêr hec'h-unan ez eus 12 milion a dud o vevañ. Kreizenn vrasañ Azia eo ivez evit an armerzh hag ar c'henwerzh.

Tōkyō
Lec'hiadur Tōkyō
Lec'hiadur Tōkyō e , Japan.
Lec'h
Bro Japan
Prefeti
Perzhioù Douaroniel
Gorread
Kenurzhiennoù 35° 42′ 02″ Norzh
139° 42′ 54″ Reter
/ 35.70056, 139.715
Poblañs 12 886 838
Stankter 5 890/km²
Arouezioù
Gwezenn Ginkgo biloba (Ginkgo biloba)
Bleuñvenn Gwez-kerez (sakura)
Evn Gouelanig maskl du (Larus ridibundus)
Ti-kêr Tōkyō
Maer Yuriko Koike
Chomlec'h 604-8571
Pellgomz
Lec'hienn ofisiel: www.metro.tokyo.jp/


N'eus ket kement a skraberioù-oabl hag e kêrioù bras all eus ar bed, abalamour d'ar c'hrenoù-douar a vez e Japan a-wechoù. Gant ar savadurioù e vez peurvuiañ etre 6 ha 10 estaj, ar pezh n'eo ket kalz pa geñverier gant kêrioù bras all er bed.

Betek an XIXvet kantved e oa kêr-benn Japan e Kyoto hag e veze graet Edo eus Tokyo. E 1868 e voe advadezet "Tokyo" hag e 1869 en em ziazezas lez an impalaer eno.

Kreiz-kêr Tokyo.


Pennadoù kar kemmañ

  • Edo, anv Tokyo a-raok 1868