Tokyo Gore Police

東京残酷警察

Tōkyō Zankoku Keisatsu''

Filmdata
Titl orin Tokyo Gore Police

東京残酷警察

Tōkyō Zankoku Keisatsu

Bro produiñ Japan
Deuet er-maez 21 a viz Even 2008 er Stadoù-Unanet, 2008 e Japan
Yezh orin japaneg
Padelezh (PAL-DVD) : 110 munutenn
Skigner Nikkatsu
Pare
Filmaozer Yoshihiro Nishimura
Skrivagner Kengo Kaji, Sayako Nakoshi, Yoshihiro Nishimura
Aktourien

Eihi Shiina, Itsuji Itao, Yukihide Benny, Ikuko Sawada

Liammoù diavaez

Tokyo Gore Police (東京残酷警察, Tōkyō Zankoku Keisatsu) a zo ur film gore japanat deuet er-maez e 2008. Sevenet eo bet gant Yoshihiro Nishimura hag ennañ e c'hoari an aktorez Eihi Shiina perzh pennañ an istor. Bannet e voe ar film da-geñver meur a festival sinema e Norzhamerika ha dre vras e vo degemeret mat gant ar vurutellerien.

An istor

kemmañ

En dazont e Japan e tremen an istor. Ur skiantour troet da sot hag anvet "Key Man" en deus krouet ur viruz a laka an dud a zont da vezañ krouadurioù euzhus anvet "Engineers". Pa vezont gloazet e kresk un arm e-lec'h ma'z int bet gloazet. Polis Tokyo a zo bet lakaet da vezañ prevez a-benn stourm outo, hag ur bagad poliserien a zo bet krouet a-ratozh-kaer. Anvet eo "Engineer Hunters" ha gwall feuls eo doareoù ar bagad poliserien-se. Ur plac'h anvet Ruka a sikour ar boliserien, hag e klask ivez an den en deus lazhet he zad. Dont a ra a-benn da dapout Key Man, hag a zo ivez o klask war-lerc'h an hini en deus lazhet e dad. Met tad Key man eo an hini a lazhas tad Ruka. Kemmoù bras a c'hoarvez goude-se e buhez Ruka.

Filmaozañ

kemmañ

E-pad ma oa o labourat war efedoù ispisial The Machine Girl e voe kinniget da Yoshihiro Nishimura aozañ ur film. Divizout a reas seveniñ Tokyo Gore Police, ur remake eus ur film anvet Anatomia Extinction bet sevenet gantañ hag en doa tapet priz ispisial ar juri e festival filmoù Yubari e 1995.[1],[2] Filmet ha frammet e voe Tokyo Gore Police dindan div sizhunvezh.[2][3]

Er sinema

kemmañ

Tokyo Gore Police a voe kinniget e meur a festival sinema a-raok bezañ skignet e Japan. Bannet e voe evit ar wech er Stadoù-Unanet d'an 21 a viz Even 2008 da-geñver Festival filmoù Azia e New York.[4]

Sell ar vurutellerien

kemmañ

Tokyo Gore Police a voe degemeret gant ar vurutellerien er Stadoù-Unanet. War lec'hienn Rotten Tomatoes e c'haller lenn e voe t 100% a bennadoù burutellañ mat, ha keidenn an notennoù a oa 7.5 diwar 10 (jedet diwar 8 pennad burutellañ).[5] V.A. Musetto (New York Post) a roas teir steredenn (diwar peder) d'ar film hag e skrivas e oa "mat-kenañ".[6] Michael Esposito (Chicago Tribune) a roas teir steredenn.[7]

Notennoù

kemmañ
  1. http://twitchfilm.net/interviews/2008/10/yoshi-nishimura-interview.php An Interview with Tokyo Gore Police Director Yoshihiro Nishimura Perkins, Rodney Twitch
  2. 2,0 ha2,1 http://twitch.dev2.apperceptive.com/interviews/2008/06/yoshihiro-nishimura-talks-tokyo-gore-police.php Yoshihiro Nishimura Talks Tokyo Gore Police Brown, Todd Twitch
  3. https://web.archive.org/web/20091012053249/http://www.subwaycinema.com/index.php?option=com_content&view=article&id=88&Itemid=80 |NYAFF 2008: Tokyo Gore Police Subwaycinema.com
  4. https://web.archive.org/web/20081227020839/http://www.subwaycinema.com/index.php?option=com_content&view=article&id=88 NYAFF 2008 - Tokyo Gore Police Subway Cinema
  5. http://www.rottentomatoes.com/m/tokyo_gore_police/ Tokyo Gore Police - Rotten Tomatoes Rotten Tomatoes IGN Entertainment, Inc
  6. https://web.archive.org/web/20090815061948/http://www.nypost.com/seven/10032008/entertainment/movies/blood__revenge_and_a_tiny_skirt_131873.htm Blood, Revenge and a Tiny Skirt Musettoe, V.A. New York Times
  7. http://archives.chicagotribune.com/2008/oct/31/entertainment/chi-tokyo-gore-police-review-103oct31 ‘Tokyo Gore Police’: An example of truth in titling Esposito, Michael Chicago Tribune


Liammoù diavaez

kemmañ
  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける