Thomas Cruise Mapother IV

Tom Cruise e 2014
Tom Cruise e 2014

Lesanv(ioù) Tom Cruise
Ganedigezh 3 a viz Gouhere 1962
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Broadelezh Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Micher(ioù) Aktour
Filmoù brudet Top Gun
Edge of Tomorrow
Internet tomcruise.com


Thomas Cruise Mapother IV ganet d'an 3 a viz Gouhere 1962, Tom Cruise e anv micher, zo un aktour ha produour filmoù stadunanat. Enoret eo bet gant tri Academy Awards ha gounezet en deus bet tri Golden Globe Award.

Kroget eo gant bezañ un aktour a-vicher pa oa 19 vloaz er film Endless Love (1981). Goude-se e voe rolloù a-eil er filmoù evel Taps (1981) pe The Outsiders (1983), e c'hentañ kentañ roll a voe er gomedienn karantez Risky Business, embannet e miz Eost 1983. Cruise a zeuas da vezañ un aktour diazez eus Hollywood goude e roll a Pete "Maverick" Mitchell er film drama niñvek Top Gun (1986). Dre ar film-se e voe brudet dre ar bed holl. Goude-se e voe roet dezhañ rolloù penn e filmoù a reas berzh bras eus ar bloavezhioù 1980, evel ar re drama The Color of Money (1986), Cocktail (1988), Rain Man (1988), ha Born on the Fourth of July (1989).

C'hoariet en deus ivez en heuliad filmoù Mission: Impossible, e Eyes Wide Shut (1999), Vanilla Sky (2001), Minority Report (2002), The Last Samurai (2003), Collateral (2004), War of the Worlds (2005), Oblivion (2013), Edge of Tomorrow (2014),

Dimezet en deus da Mimi Rogers, Nicole Kidman ha Katie Holmes. A-du eo gant Iliz ar Skiantologiezh.