Tom Thumb
Tom Thumb zo un denig eus ar c'hontadennoù saoznek, peuzheñvel ouzh Meudig. The History of Tom Thumb, embannet e 1621, a oa ar gontadenn varzhus kentañ e saozneg.
Tom n'eo ket brasoc'h eget meud e dad, ha c'hoarvezout a ra gantañ a bep seurt troioù abalamour da se, lonket eo gant ur vuoc'h, trec'hiñ a ra ramzed, ha mont a ra da lez ar roue Arzhur.
Istor
kemmañTom Thumb a vije bet un den gwirion, ganet e 1519, hag ur bez a zo en e anv, e-barzh leur ur chapel en iliz an Drinded e Tattershall, Lincolnshire, ma lenner an enskrivadur: "T. THUMB, Aged 101 Died 1620". 40 cm hed zo d'ar bez.
Lennegezh
kemmañ- Tom Thumb, pezh-c'hoari saoznek gant Henry Fielding e 1730.