An empenn, an eskern, kest ar brusk pe an tor vez studiet gant ur skanner tomografiez jedet

Klask a ra direizhderioù n'int ket gwelus war radiofiezioù boutin pe gant ekografiezioù.

Aotren a ra :

Da lakaat war wel bilimadurioù, flusoù gwad, gwerblennoù, krangennoù, nozel, yuzh.

Da lec'hiañ resis benvegennoù-korf.

Da spisaat treug ur wazhenn.


Ar Skanner Tomografiez Jedet

Implijet e vez ar bannoù-X gant ar skanner tomografiez jedet. Savet e vez skeudennoù eus korf ar c'hlanvourion e darnoù tanav gant ur gorzenn bannoù-X a boltrej ar c'hlañvour. N'eo ket a-varv ar gorzenn bannoù-X met treiñ a ra en-dro d'ar c'hlañvour, e-barzh kelc'h ar vekanik-skann. A-drugarez d'un urzhiater galloudus-tre e vez jedet ha graet skeudennoù eus diabarzh korf ar c'hlañvour. Da c'houde e vez moulet ar skeudennoù-se war ur film a-benn bezañ studiet. Ar peurliesañ e vez strinkellet un dourel iodet er c'hlanvour a-benn gwellaat doare ar skeudennoù. Ar produ iodet a c'hall bezañ strinkellet dre ar wazh, lonket pe lakaet dre ar fraezh.


Ar vekanik a zo lodennet gant ur c'helc'h emañ ar gorzhenn bannoù-X en e-varzh hag ur gouskedenn a vo astennet warni ar c'hlanvour, hag a vo lakaet e kreiz ar c'helc'h.