Toneg
Un doneg (diwar ar ger latin tunica) zo ur pezh dilhad a wisk ar c'horf tost penn-da-benn, eus an divskoaz betek an daoulin. E gwirionez e vez berr pe verroc'h hervez ar vro, ar marevezh istorel, ha renk an dud zoken. Hag ar milginoù a vez berr pe hir.
Istor
kemmañDindan o harnezioù soudarded e veze un doneg c'hloan gant gwazed al lejion. Kaoze bras zo c'hoazh da c'houzout pe livet en ruz e oa tonegoù soudarded al lejionoù roman pe ne oant ket ; dislavar a gaver er skridoù diwar an afer-se. Marteze e oa ruz tonegoù an ofiserien, pa ne oa ket re ar soudarded dindane.
-
Ul labourer roman en e doneg verr
-
Toneg c'herman eus ar IVvet kantved