Tong
Un tong, pe botez-stlak, pe (botez) flip-flap, zo ur sandalenn skañv ha marc'had-mat, gant ul lêrenn da zerc'hel an troad ha da zispartiañ ar biz-troad bras diouzh ar re all. Implijet e vez an tongoù, pe botoù-stlak, pa vez tomm an amzer, gant an dud n'o devez ket da gerzhout kalz, ha kentoc'h evit ar re a chom er gêr.
Peurvuiañ e vezont e plastik, met re e lêr zo ivez.
An anv
kemmañ- Dont a ra tong eus ar ger saoznek thong, lêrenn, met ne vez ket implijet tong e saozneg.
- Savet eo ar ger botez-stlak war batrom botoù-koad, awenet moarvat gant ar ger gallek claquette, unan eus an anvioù gallek roet d'ar votez-se.
- Evit ar ger flip-flap, a zo savet diwar verboù brezhonek a verk trouzioù, a denn kenañ d'ar ger saoznek flip-flops a vez graet eus ar boteier-se.