Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An Toque a degüello (Galv d'an dic'houzougañ e brezhoneg), a zo un ton arme sonet gant taboulinoù ha trompilhoù.

The Fall of the Alamo gant al livour stadunanat Robert Jenkins Onderdonk (e-tro 1903).

Savet e oa bet gant ar Vaoured d'ar mare ma veze ac'hubet al Ledenez iberek gante. Diwezhatoc'h e voe degemeret gant an armeoù spagnol, da goulz ar brezelioù dizalc'hiezh a c'hoarvezas e Suamerika peurgetket.

Dont a ra anv an ton-se eus ar verb spagnolek degollar, "dic'houzougañ" e brezhoneg, ha talvezout a rae da gemenn d'an enebourien ne vije ket erbedet o buhez e mod ebet, pa c'halve d'o dic'houzougañ de oreja a oreja ("a skouarn da skouarn").

E Mec'hiko e veze sonet an Toque a degüello gant al laz-seniñ marc'hegerien : da-geñver Emgann El Álamo (23 a viz C'hwevrer-6 a viz Meurzh 1836) e reas ar jeneral Santa Anna da soudarded e lu e seniñ dizehan a-hed an devezhioù a-raok kentañ arsailh ouzh an difennerien deksan.

Liammoù diavaez

kemmañ