Toull ar c'hazh
Doare ar c'hoari
kemmañMont pelloc’h-pellañ diouzh ar plankenn en ur lezel ar voulenn da dremen 'barzh an toull.
Dafar
kemmañUr plankenn toulloù ennañ, 5 boulenn goad.
Penaos ez a en-dro ?
kemmañPep hini en deus droed d’ober 5 bannadenn. Teuler a ra pep c’hoarier e voulenn gentañ daou vetr diouzh ar plankenn. Evit ma vefe talvoudus ar vannadenn ez eo ret d’ar voulenn mont penn-da-benn dre an toull. Ar c'hoarier a gil eus ur metrad bep tro m’eo deuet a-benn da lakaat e voulenn da vont dre an toull. Ret eo tennañ kuit ar bouloù a stank an toull.
Evit ar vugale
kemmañ3 bannadenn.
Ar poentoù
kemmañBep tro ma vez paseet ar voulenn dre an toull e vez gounezet 2 boent. Ar maout a ya gant an hini en deus bet ar muiañ a boentoù.