Toullañ ar septom
Toullañ ar septom zo un doare toullgorferezh. Toullet e vez fronell ar fri a du da du evit gallout lakaat ur bravig ennañ, peurliesañ ur walennig en degouezh-mañ.
Raloc'h e touller ar septom evit ar fronell pa douller ar fri. E gwirionez, kentoc'h evit toullañ migourn ar septom war-eeun e touller an tamm kroc'hen er penn anezhañ.
Meur a nervenn zo er fri ha peurliesañ eo poanius toullañ anezhañ. Lakaat a reer etre miz hanter ha tri miz da bareañ dre-vras.
Bez' e c'heller astenn an toull tammig-ha-tammig, da lavaret eo d'ar muiañ 1 mm bewezh en ur c'hortoz miz d'an nebeutañ etre pep tro.
Ez hengounel e veze toullet o septom evit gwiskañ bravigoù gant pobloù zo eus Norzhamerika, da skouer pennoù-meur ar meuriadoù shawnee, tecumseh ha tenskwatawa.