Bites

  1. Angel bites
  2. Cyber bites
  3. Spider bites
  4. Snake bites
  5. Vampire bites
  6. Canine bites

Toullañ an weuz zo un doare toullgorferezh. Toullet e vez a-dreuz an weuz. Bez e c'hell bezañ toullet an weuz uhelañ pe ar weuz izelañ pe an div war un dro, kreizennet pe digreizennet.

Hiziv e vez graet en Europa ha Norzhamerika gant toullgorferien a vicher evit plantañ ur bravig e-barzh: a-wechoù ur varrennig graet diouzh se, a-wechoù ur walennig hervez al lec'hiadur resis. Er penn-kentañ avat e vez plantet ur varrennig a-ratozh anvet ul labret stud ac'hell bezañ kemmet ur wezh m'eo pareet da vat.

Peurliesañ e paree buanig a-walc'h an toullgorfadurioù en diweuz, etre 3 ha 4 sizhunvezh. E-kerzh ar maread-pareañ avat e ranker diwall da gontammiñ pe da atizañ al lodenn dener gant pezh a lakaer er genoù (evajoù, boued, butun...).

Ar brasañ dañjer a deu eus ar bravig plantet en teod hag a deu da stekiñ ouzh an dent ha da zrailhañ anezhe.

Doareoù

kemmañ

Setu an doareoù toullgorfadurioù pennañ kaset da benn en diweuz.

"Skilfoù"

kemmañ

Graet e vez "skilfoù" pe "dantadurioù" (saozneg : bites) eus toullgorfadurioù staliet par-ha-par en diweuz. Setu an doareoù pennañ:

  • Snakebite ("dantadur-naer"): daou vravig e pep tu eus ar weuz izelañ
  • Spiderbite ("dantadur-kevnidenn"): daou vravig tost an eil ouzh egile er weuz izelañ
  • Cyberbite: ur bravig er weuz izelañ a-dl d'ur bravig er weuz uhelañ (d.l.e ul labret mui ur medousa)
  • Angelbite ("dantadur-ael"): daou vravig e pep tu eus ar weuz uhelañ
  • Viperbite ("dantadur-gwiper"): etre ur "snakebite" hag ur "spiderbite"

En meuriadoù'zo eus Afrika e wisk an dud pladennoù-gweuz bras er weuz izelañ.

Deuet eo da vezañ ur c'hiz plantañ bravigigoù en diweuz en Europa hag e Norzhamerika adalek ar bloavezhioù 1980, dreist-holl e-touez yaouankizoù zo.

Liammoù diavaez:

kemmañ