Henri de Toulouse-Lautrec

livour galleg
(Adkaset eus Toulouse-Lautrec)

(Albi) Rousse (La Toilette) - 1899 - Henri de Toulouse-Lautrec - Musée d'Orsay, Paris.jpg

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Poltredet gant Giovanni Boldini er bloavezhioù 1880

Henri Marie Raymond de Toulouse-Lautrec-Monfa (Albi, 24 a viz Du 1864Sant Andrieu deu Bòi, 9 a viz Gwengolo 1901) a oa ul livour ha tresour gall.

Brudet eo e boltredoù e kabaredoù ha fouzhlec'hioù Pariz.

Buhez


Ganet e voe en ur familh nobl, hervezo e tiskenjent eus ur familh a-gozh, eus kont Toulouz, er grennamzer. E dud a oa kindirvi-kompez, kuit m’o defe da rannañ ar glad, puilh a-walc’h e oa an doare-mañ d’ar c’houlz.

Tizhet e voe eta gant ur c’hleñved en eskern, ar pycnodysostose, ur c’hleñved genetikel, a c’hellfe dont eus kenwadelezh e dud. Bresk-tre e oa e eskern, d’an 30 a viz Mae 1878 e strebotas hag e kouezhas. Askorn ar vorzet, toret krak, hag abalamour d’e gleñved iskis, e voe pareet fall ar frakturenn. Da-heul en doe kudennoù kreskiñ, dale voe warnañ hag a boan ma yeas en tu-hont d’ 1 m 52. Klasket e voe pareañ anezhañ gant doareoù droll, kargadoù tredan a voe kaset ennañ ha staliet e voe ouzh pep troad kementadoù bras Plom.

Lodenn greiz e gorf oa reizh a-walc’h a fed ment, hogen e holl izili a oa chomet berrig-tre, pezh a roe un neuz korrig dezhañ. Tev tev oa e vuzelloù hag e fri. Sonioù “Zézai” a zifluke diouzh e c’henoù ha gant-se e c’hoarie e istrogell, e-barzh ar saloñsoù chik. Skeudennaouet oa bet da skouer e Trouville-war-ar-mor, gwisket e oa bet gant stil ur bugelig kristen seven, ur pezh-mell barv a oa dezhañ avat, pe c’hoazh e-kichen d’un naer boa, a oa da Jane Avril. Emskiant eus ar jenus ma oa, atahiner diroll anezhañ.

Gant René Princeteau e teskas livañ, da c’houde gant Léon Bonnat, ha gant Fernand Cormon betek 1886. Darempredet e voe gantañ Vincent van Gogh, Émile Bernard, Louis Anquetin hag Adolphe Albert, ur soudard hag en doa fellet dezhañ bout livour, a voe tost outañ.


Livour postimpressionour, skeudennaouer evit an Arz-nevez, maendresour ampart, tresañ a rae doare bevañ torkadoù tud Boheme, bobo parizian deus dibenn an XIX vet kantved. Skeudennaouet en doa evit ar sizhuniek fentus, Le Rire.

E Montmartre e veve abaoe 1884. Gant e livadurioù e taolenne buhez ar Moulin-Rouge hag e c’hoarivaoù all. Livet voe gantañ Aristide Bruant met ivez gisti Paris, e-barzh fouzhvaoù a zaremprede stank, ha kaizur eo enno, e voe tapet gantañ ar sifilis. Skeudennet en doa Jane Avril, ar ganourez, Yvette Guilbert ha Louise Weber, anveet gwelloc’h dindan al lezanv La Goulue, dañsourez ezkreizennet, ganti e oa bet digaset an dañs Kankan diouzh bro-Saoz. Dont rae alies-mat d’an ostaleri : an Tambourin, dalc’het gant ur patrom italian Agostina Segatori, hag eo el lec’h-mañ, ma livas poltred Vincent van Goc’h.


Marvidigezh

Bez Toulouse-Lautrec zo e bered Verdelais, un dar eeun eo, ur groaz oksitan en he lein. Lonker eo bet e vuhez pad, ar boaz en doa da veskañ Cognac gant e absinthe pemdeziek, oc’h ober fae war doareoù ar c’houlz. Kuzhat a rae e voesoun barzh ur fiolenn moan ha hir a oa koachet en ur vazh-bale.

Bac’het e voe gant e vamm en ur bredospital e Neuilly, la folie Saint-James, evit klask bout dizonet diouzh an evaj, ha tallañ ouzh e gudennoù sifilis, a seize e gorf a-bezh. Graet e voe dezhañ an dour-terapienn. Livet e voe gantañ ur poltred brudet eus “e ward”.

Livadurioù Aozañ

Skritelloù Aozañ

Pennadoù kar Aozañ