Touzerez
Un douzerez, pe troc'herez-blev, zo ur mekanik da droc'hañ pe da douzañ blev, pe e vije blev un den, pe blev ul loen, un dañvad peurvuiañ. Savet eo ar ger diwar ar verb touzañ, a dalvez kement ha troc'hañ berr.
Touzerezioù gant an dorn a zo, ha re all a ya en-dro gant an tredan, trouzus alies ha displijus d'an divskouarn. Hogen an touzerezh a c'hall bezañ graet gant doareoù all, koavenoù kimiek da skouer. Da neuze e komzer eus divleviñ, pe disvleviñ kentoc'h.
A-raok ober gant un douzerez e veze graet gant ur sizailh, sizailh-vlev evit an dud, ha sizailh-deñved, a zo brasoc'h.