Traoñiennoù Okitanek

An Traoñiennoù Okitanek (Valadas Occitanas en okitaneg) zo ul lodenn eus Okitania en em gav e stad Italia.

Kartenn eus Okitania, gant Traoñiennoù Okitanek Italia, livet e glas

Bez' ez int traoñiennoù er reter d'an Alpoù, e rannvro Piemont dreist-holl hag e rannvro Liguria ivez, un tammig. Emaint e proviñsoù italian Cuneo, Torino (Piemont) hag Imperia (Liguria). En holl en em astennont war 4 500 km2 hag annezet int gant war-dro 174 476 a dud. Ur vro veneziek eo an hollad saonennoù-se, el lodenn greisteiz eus an Alpoù : troet int ouzh ar reter ha digor int war kompezennoù Piemont.

Lo Borg Sant Dalmatz (Borgo San Dalmazzo), Buscha (Busca), Bueves (Boves) ha Draonier (Dronero) eo ar c'hêrioù brasañ.

Liammoù diavaez

kemmañ