Traoñiennoù Okitanek
(Adkaset eus Traoñiennoù okitanek Piemont)
An Traoñiennoù Okitanek (Valadas Occitanas en okitaneg) zo ul lodenn eus Okitania en em gav e stad Italia.
Bez' ez int traoñiennoù er reter d'an Alpoù, e rannvro Piemont dreist-holl hag e rannvro Liguria ivez, un tammig. Emaint e proviñsoù italian Cuneo, Torino (Piemont) hag Imperia (Liguria). En holl en em astennont war 4 500 km2 hag annezet int gant war-dro 174 476 a dud. Ur vro veneziek eo an hollad saonennoù-se, el lodenn greisteiz eus an Alpoù : troet int ouzh ar reter ha digor int war kompezennoù Piemont.
Lo Borg Sant Dalmatz (Borgo San Dalmazzo), Buscha (Busca), Bueves (Boves) ha Draonier (Dronero) eo ar c'hêrioù brasañ.