An trede brezel punek zo anezhañ prantad diwezhañ ar brezelioù anvet Brezelioù punek a enebas e-pad ouzhpenn ur c'hantved Roma ha Kartada.

Trede brezel punek
brezel
Rann eusBrezelioù Punek Kemmañ
Lec'hTunizia Kemmañ
Raklec'hiet gantEil brezel punek Kemmañ
Deiziad kregiñ149 BCE Kemmañ
Deiziad echuiñ146 BCE Kemmañ
Darvoud-alc'hwezpeace treaty Kemmañ
PerzhiadHenroma, Ancient Carthage Kemmañ
Dismantroù Kartada

An daou vrezel kentañ (264-241 kent J.-K. ha 218-202 kent J.-K.) o doa lakaet Kartada da goll e diriadoù en-dro d'ar Mor Kreizdouar, ha ne chome dezhi nemet hanternoz Afrika e deroù an eil kantved kent J.‑K. Daoust d'ar c'holloù-se edo ekonomiezh ar geoded en he bleuñv e-doug an hanter gantved diwezhañ eus he buhez. Ar c'hresk-se a lakae Roma da zoujañ e kreskfe nerzhioù e armoù. Un dañjer e c'hallfe bezañ ar geoded. Kempleshoc'h eo abegoù ar brezel avat ha breutaat a ra an istorourien diwar o fenn c'hoazh. Kreskiñ a rae Stad Numidia renet gant Masinisa diwar-goust Kartada. Marteze eo bet nec'het ar Romaned ivez hag o deus bet c'hoant da gemer ar geoded a-raok na kouezfe e daouarn an Numided.

Goude un ergerzhadeg verr e kendalc'h ar brezel gant ur seziz hir a badas eus 149 betek 146 kent J.-K. Daoust da stourm Kartadaiz, renet gant Hasdrubal ar Boetarc'h, e echuas gant distruj ar geoded punek a oa devet ha peurziskaret dindan urzhioù Scipio Aemilianus hag ar sened roman. Lazhet e voe holl he foblañs pe kaset e sklavelezh. Daoust da se ne'z eas ket sevenadur Kartada da get ha kalz eus he elfennoù a zo chomet bev e sevenadur Afrika roman.