Tri eo anv brezhonek an niver etre daou ha pevar, a zo skrivet 3, ha teir eo furm wregel (pe benel) ar ger.

Emdroadur an arouezenn a dalvez "tri"

KemmadurAozañ

Kemmadur dre c'hwezhadenniñ a vez goude tri: tri c'hant, tri fenn, tri zi.

PetvediñAozañ

Trede ha trivet eo an anvioù-gwan-petvediñ a glot gantañ, ha trede pe teirvet eo a glot gant teir.

Arveroù lieseurtAozañ

  • Anv ar bloavezh 3
  • Tri ferson an Drinded, er relijion gristen
  • An Tri Romant, anv brezhonek teir danevell gembraek eus ar grennamzer anvet Y Tair Rhamant
  • Un triad a zo ur bodad tri, tri den pe tri zra.

RakgerAozañ

Ur rakger eo e gerioù evel ar re-mañ:

IskisAozañ

Pevar den e oa an Tri Mouskeder brudet.

KrennlavaroùAozañ

  • Pa vez tri e vez toull an ti

Pennad karAozañ