An triñchin (pe trichin, pe trechon) zo plant bividik gouez, ha Rumex acetosa eo o anv spesad. Er pradoù hag er c’hoadoù e vezont kavet.

Triñchin-gouez (Rumex acetosa)

Legumaj

kemmañ

Ur seurt all, trenk o delioù, a c’hounezer el liorzhoù hag a implijer evel legumaj, d’ober soubenn lakaomp.

Triñchin all

kemmañ

Troioù-lavar

kemmañ
  • Kas ub da glask triñchin (pe da driñchina) a zo kement ha kas anezhañ da sutal.
  • Reiñ pour ha triñchin a zo reiñ meuleudi hag ober rebechoù, an eil war-lerc’h egile.
  • War-lerc’h ar pour e teu an triñchin. Goude meuleudi, rebechoù.