Tri Bleiz Die
Tri Bleiz Die zo ur strollad punk hag a gan e brezhoneg hepken. Savet eo bet e 1998 e Naoned ha divodet eo bet e 2006. Implijout a raent binviji hengounel (bombard, fleütenn, violoñs) mesket gant binviji punk-rock (gitar tredan, gitar boud tredan, taboulinoù)[1]. Ar brasañ niver eus an testennoù a zo skrivet ganto.

Dibabet o deus e izili paouez da seniñ gant ar strollad goude ur sonadeg diwezhañ d'an 21 a viz Here 2006. Ur sonadeg dreist-ordinal e oa bet. Pedet e oa bet Les Baragouineurs ha Gweltaz Adeux (eus ar strollad EV), evit ar re bennañ, en MJC karter an Doulon (Naoned).
Goude ar sonadeg diwezhañ-se ez eo en em gavet ar strollad a-gevret adarre evit sonadegoù ispisial. Da gentañ unan e Run ar Puñs e Kastellin d'ar 27 a viz Here 2007. Div sonadeg all o deus graet e 2009, d'ar 17 a viz Mae evit an Alien Fest ha d'an 20 a viz Mae evit al Live Factory e Naoned.
Izili Aozañ
Setu amañ roll e izili da vare an disparti :
- Gitar, kan : Stefan (Stéphane Guérois)
- Gitar : Loran (Laurent Moulin)
- Gitar boud : Squale (Pascal Bossis)
- Tamboulinoù : Gaino (Gwenolé Michenaud)
- Violin : Florian Herry
Izili kozh all e oa :
- Vivien Janneau - gitar boud, kan (1998-1999)
- Antoine Blaudeau - gitar boud (1999-2001)
- Gwénolé Michenaud (Gaino) - taboulinoù (2001-2006)
Pladennoù Aozañ
Peder fladenn zo bet savet gant ar strollad.
- Disuj (1999)
- Dalc'homp mat ! (2001).
- Arabat dekoniñ memestra e (2003).
- Milendall (albom) e (2005).
Graet o deus paotred Tri Bleiz Die muioc'h eget 200 sonadeg e Breizh met ivez e Bro-C'hall hag e Belgia.
Videoioù Aozañ
Kavout a reer videoioù eus ar strollad war Youtube:
- Bro gozh ma zadoù
- War Bon An Naoned
- Abadenn er Republik Tchek
- Les rockeurs ont du coeur
- Ha re all c'hoazh
Liammoù diavaez Aozañ
Lec'hienn internet kozh ar strollad
O fajenn war Myspace
- ↑ "Tri Bleiz Die aux Hespérides : 100.000 volts sur la scène", Le Télégramme, 27 viz Genver 2003.